Keleier ar vro d'al Lun 29 a viz Even 2026
Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard
1500 a dud 'noant dibunet 'ban Oriant da geñver ar Pride
Disadorn e oa 6vet Kerzhadenn al loc’h An Oriant !1500 den, kement eget él àrlane neuze, o doa dibunet e straedoù kêr ar c’hwec’h porzh. Muntr ar paotr yaouank Noahm d’an 2 a viz Mezheven e-korf un dagadenn homofob a oa bet lakaet ar gaoz àrnan, met un aergelc’h gouel a oa memestra da vat get arvestoù drag ha sonererezh mod dj set àr ar c’hirri en dibunadeg. Judikael hag Elisa o doa kemeret perzh barzh ar pride. Laret a reont deomp perak e oant daet. Ur reportaj gant Aodren Trehin.
Lenn levrioù e brezhoneg war ul lennerezh!
Ha lenn a rit marteze levrioù war ar skrammoù, pe ul lennerezh. Siwazh, n'eus ket kalz a levrioù e brezhoneg er c'hatalogoù kinniget enlinenn. Setu ar gevredigezh Diouzhtu, staliet e Lokronan, a zo o klask diorren an embannerezh niverel, o kinnig a bep seurt levrioù a izel briz. Yann Trocheris a zo ezel eus ar gevredigezh diouzhtu, kinnig a ra deomp peseurt levrioù a vo embannet e mod-se a-benn nebeut. Emañ Yann Troc'heris gant Pauline Daniel en Arvorig FM.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
En em gavet eo an dizalc'hourien gant ar muiañ a blasoù da geñver an dilennadegoù proviñs
Troc'hoù 'vo graet 'ba budjed Stad Bro-C'hall 'benn ar 7 a viz Gouere
Unnek den zo marvet da geñver krash ur c'harr-nij 'ba Nancy
Fondiri Breizh zo lakaet dindan adreizhadur barnezherel
60 devezh arat zo aet gant an tan 'ba Menez-C'homm e-kerzh an dibenn sizhun
Skipailh Kanada eo ar skipailh kentañ 'neus gounezet e blas da c'hoari tro an 32 skipailh